Ur gudennig am eus bet gant internet. Setu ar pennad am boa skrivet dimeurzh.
Dibaoe dilun emaon e ti Carlos, hag e vamm Mena (Filomena). Dreist eo an degemer ! (un hanter eur ‘zo e oan o tebriñ ar boued he doa prientet din ar vamm dec’h da noz evit el almuerzo !)
Carlos a labour diwezhat, neuze ne welan anezhañ nemet e fin an abardaez. Met neuze ez an ma-unan da zizoleiñ Santiago, diwar e guzulioù ha re Lonely Planet (a zo mat-tre).
Setu un nebeud traou am eus gwelet.
Ur blasenn vihan, Barrio Concha y Toro, nepell eus an ostaleri ma oan lojet a-raok.

Ur feunteun a zo.

Hag ur barzh… P’am eus goulennet outañ ha gellout a raen kemer ur poltred en deus respontet : « Ya, en eskemm eus ur banne kafe », evit farsal e oa. Met benn ar fin e oa dedennet-mat e prenfen digantañ unan eus e varzhonegoù… Goude bezañ tabutet em eus prenet ur follenn varzhonegoù neuze, gant ar pezh a oa e ganin e foñs ma doug-moneiz (60 peso marteze, nebeutoc’h eget 10 santim). Ret vo din lenn ar pezh en deus skrivet neuze, mod-kozh, gant ur mekanik skrivañ !
Dec’h e oan bet o welet unan eus tri zi Pablo Neruda. Sur mat ez in da welet unan all e Valparaiso, rak dreist a-walc’h e oa hennezh dija ! La Chascona eo anvet an ti, evel ma rae Neruda eus e drede gwreg a veve gantañ aze.
La Chascona a zo kement a blev spulfet, dre ma oa krignenn Matilda en dizurzh bepred ! Ne oa ket tu kemer fotoioù en diabarzh, siwazh peogwir eo dedennus mat. Ar skrivagner en deus penn da benn ijinet an doare sevel ha kinklañ an ti. Neuze e kaver ennañ (pe enno rak meur a zi a zo) : ur sal debriñ hag un davarn doare bourzh ur vag da vad ; pladoù, gwer, delwennoù, kizeladennoù… adkaset gantañ eus e veajoù a-dreuz ar bed ; un tremen kuzhet en un armel ; tri zavarn disheñvel, a veze implijet hervezh an istim en doa evit an dud pedet… pe c’hoazh e lec’h preder ha lenn, gant plañchod distabil hag a vlej dindan pazioù an dud, evel ma vefe c’hoazh e-barzh ur vag (daoust dezhañ bezañ displijet gant ar veajoù e bigi!).
Mod-all, ur bruderezh am eus kavet farsus, deoc’h da c’houzout.

Ha goude bezañ gweladennet un tamm karter Bellavista on tremenet dre ar Parque Forestal a-raok distreiñ er c’hreiz.

